
NEVEZ ! "Merry Christmas" stumm aes.
Calendrier de l'Avent, vocabulaire sur le thème de Noël, dessins animés, vidéos en breton et chants en breton et en anglais... ; DIWALLIT : kit betek penn izelañ ar bajenn-mañ evit tizhout pep tra !
Kanañ Nedeleg
Roll ar c'hanaouennoù (evit an dud vunut hag ar re vras ivez) :Nedeleg laouen gant Jean-Luc ROUDAUT
Noz an Nedeleg gant Yann RAOUL
Kanomp uhel ! gant skol diwan Pondi
Sonenn Nedeleg gant An diaoul ha bug...ale !
An tad Nedeleg (Enora)
Nedeleg (Enora)
Pelec'h emañ an tad Nedeleg (Enora)
Nedeleg laouen (Enora)
Hag e saozneg ivez :We wish you a merry christmas stumm boas ha stumm aes
I'm a dancing Christmas tree gant A. J. JENKINS
"Nedeleg laouen d'an holl" kanet gant Jean-Luc ROUDAUT. Hag ar video savet gantañ ivez. Klikit amañ evit tizhout ar video ! War dailymotion.
Un abadenn DIBIKOUZ a-bezh (Dibikouz prantad 1) zo bet ivez diwar-benn Nedeleg, ha bet skignet gant BREZHOWEB ; Yann RAOUL a gane enni. Klikit amañ da welet un tamm berr eus an abadenn-se. Tennet eo ar ganaouenn eus ar CD "Noz an Nedeleg" (Diwallit : n'eo ket ur CD evit ar vugale nemetken mes unan evit an holl).
"Kanomp uhel" : fiskal kabidant, get begon, ha digoust ouzhpenn !
Ar pempvet kanaouenn ("Kanomp uhel !") a lid Nedeleg : "Setu miz an azvent, bugaligoù, Kinklomp ar sapinenn, kenti-kentañ,..."
Ur ganaouenn : "Sonenn Nedeleg", e-barzh an albom "An diaoul ha bug...ale !" gant merc'hed an diaoul ha peder, ha skolidi divyezhek eus Pondi ha Lannarstêr.
03. Sonenn Nedeleg 1:46 ; 13. Sonenn Nedeleg 1:46 (sonerezh)
4 c'hanaouenn Nedeleg el levr "Enora", gant ar pozioù (e stumm pdf) hag an enrolladennoù (e stumm mp3) pellgargapl war lec'hienn TES, amañ. https://www.reseau-canope.fr/tes/
13. An tad Nedeleg
14. Nedeleg
15. Pelec'h emañ an tad Nedeleg
16. Nedeleg laouen
We wish you a merry christmas : ar ganaouenn nedeleg mil anavezet, gant an diskan a vo mat evit ar vugale er skol-vamm (ar pozioù all vo kanet gant ar skolaer(ez) nemetken).
Evit an enrolladur pellgargabl, klikit amañ.
Kanet gant Claude Vollaire hag implijabl dieub mes evit ar skolioù nemetken.
2 stumm amañ, ar stumm boas hag ar stumm aes evit ar skolidi yaouank :
The dancing Christmas tree song gant A.J. Jenkins. Video by KidsTV123. Copyright 2011 A.J.Jenkins / KidsTV123 : All rights reserved.Klikit amañ !
Barzhoneg Nedeleg
"NEDELEG"
Barzhoneg Nedeleg gant Naig Rozmor. (1, 2, 3, rimadelloù a ri ; Pladenn A, niverenn 66). [Testenn bellgargapl war lec'hienn TES https://www.reseau-canope.fr/tes/
Kalanderioù AN AZVENT
DEIZIATAER an AZVENT EN LINENN ! Amañ : http://divyezh.bruz.free.fr/xmascalendar/index.php
Ur ger e brezhoneg bemdez evit gortoz !
Hag unan all, stumm paper, amañ da heul !
Evit lakaat ar skolidi da gomz ha d'en em lec'hiañ en amzer, er skol-vamm. Trugarez da b/Patrick Béchard ! Ar skritell
Ar fichenn
An displegadenn
An droienn lavar : Nedeleg laouen !
DVD "Brezhoneg bemdez" gant Lionel Buannic : video leun a vuhez (abadennoù ag ur vinutenn hanter bewech) gant ar re vras. Ha war brezhoweb ivez : klikit amañ !
video niverenn 6. Nedeleg laouen
Gerioù Nedeleg :
Geriaoueg Nedeleg : 1 fichenn e-barzh "geriadurig ma c'hlas" embannet gant TES, pajenn36.
Geriaoueg ar c'hoarielloù : 2 fichenn e-barzh "geriadurig ma c'hlas", pajennoù 37 ha 38 (da luc'heilañ). Levr amañ (digoust evit ar skolioù) : https://www.reseau-canope.fr/tes/
Fichennoù skoazell evit lakaat ar vugale da skrivañ ha tresañan tad Nedeleg, ar wezenn-sapr hag ar c'hinkladurioù.
Levrioù e brezhoneg evit gortoz Nedeleg
Nedeleg kentañ Spot :
Diviet eo abaoe pell, met chom a ra ur skouerenn war estajerenn ar skol, marteze.
"Nedeleg Laouen Arzhur", ul levr gant skeudennoù kuzh-diguzh gant Bettina Paterson ha bet embannet gant An Here, evit ar re vihanañ.
Wanig ha Wenig, Nozvezh ar pellgent.
"Gwechall, hervez ar vojenn, e c'helle al loened kaozeal un nozvezh ar bloaz. Nozvezh ar pellgent"... Mes arabat kousket ma fell deoc'h klevout anezhe !
"Mammig zo droug enni" : ur sizhunvezh evit klenkañ pep tra araok ma vo erru an tad Nedeleg ! Embannet eo bet gant Sav-heol, koust a ra 4 euro nemetken, ha digoust eo enrolladenn an istor pellgargapl war lec'hienn Kuzul ar Brezhoneg, amañ : http://www.brezhoneg.org/fr/livres/mammig-zo-droug-enni
Burzhud koad an dug, kontadenn Nedeleg gant Youenn Gervalan, skeudennoù gant P. Pawlak.
" ... Biskoazh ne'm boa klevet ur c'hi o komz, ha ma c'hi a oa an hini a oa o komz ouzhin. Gwir eo ivez e teu ar gomz d'al loened e Breizh, nozvezh ar Pellgent."
Torret eo stlejell an tad Nedeleg. Chann ar gaouenn zo o tont !
Tresadennoù bev NEDELEG
TROTIG :
Trotig hag ar wezenn Nedeleg (pack 2, rann 14)
Trotig hag ar profoù Nedeleg (pack 3, rann 78)
Da brenañ gant BreizhVOD amañ.
NEDELEG SPOT war BREIZHVOD : Klikit amañ. Kollet eo stlejell an tad Nedeleg !
Hag e-touez an istorioù"Pomme d'api"/ Ur wech e oa e brezhoneg :
An Tad Nedeleg ha Tom-Torch, klikit amañ.
Ur babig evit an Tad Nedeleg, klikit amañ.
Loeroù an Tad Nedeleg, klikit amañ.
Nedeleg er relijion
Setu liamm un Didapages -levr en linenn gant skeudennoù ha testennoù enrollet- diwar-benn tem Nedeleg hag ar c'hraou, kinniget gant Goulven JAMIER, ha savet gant J.C LE RUYET hag e skolidi : http://gjamier.free.fr/levr/nedeleg